BOA logo

10 - Neventioù Meurzh 2025

Keleier Splann ! - Gant Radio BOA

14 mn 22 sec 01 Ebrel 2025

Er rann-mañ
e komzer :

Abadennoù sevenadurel
nevezadennoù sokial e Breizh
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
yezhoù Breizh

Da glevout, e lizher kelaouiñ Splann! e kompagnunezh Juliette Cabaço Roger, a zo kenurzhierez ha kazetennerez enno:

- Enklask ar miz

Saotreet e oa bet an dour da evañ e Rostrenn e-pad 7 vloaz. Adkavit enklask Nicolas Cossic, kazetenner e Splann! amañ.

Dastumet evidoc'h

  • Lazhet eo bet gant ar bezhin glas... Ha setu un doéré istorel! Prouet e oa bet ar liamm etre marv Jean-René Auffray hag ar bezhin glas. Setu disoc'h ur c'horfskejadur (une autopsie) a oa bet graet d'ur pemoc'h-gouez kavet marv àr draezenn Saint-Maurice e Morieu (Aodoù an arvor).

  • Tresadennoù a-zehoù: tresourez ar morlu broadel Calvaire Drach he doa treset ivez evit strolladoù an tu dehoù pellañ èl Nemesis, l'Incorrect pe ar strollad metal Aries (a gan pozioù Charles Maurras).

  • Gourdrouzet un atant desevel yer e Plistin: lez-varn velestradurel Roazhon n'oa nullet an aotre astenn abalamour da "gizidigezh al lec'h".

  • Paour-kaez dour. Ur gwallzarvoud a zo bet ag uzin tretañ dour Kerne Uhel e Larruen. 25 000 litrad dour saotret get PFAS n'eus difoupet... Nec'husoc'h c'hoazh dre ma oa bet serret an uzin arall da zegas dour d'an dud e Rostrenn (da-heul enklask Splann! da lenn amañ)...

  • Rektordi dirag al lez-varn. Gant Div Yezh, ar gevredigezh a vod kerent ar skolioù publik divyezhek, ha gant Kelennomp !, a vod kelennerien war ar brezhoneg, eo bet divizet kaz ar Stad dirak lez-varn velestradurel Roazhon (35).

Adkavit ivez rubrikennoù "o c'hoarvez e-taldoc'h" pe "deiziataer Splann".

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA