Rol ar lizher-kelaouiñ get Juliette Cabaço Roger, kazetennerez/kenurzhierez e Splann! :
- Fokus
Kondaonet eo bet Laitik da restaoliñ 300 000 euro da 11 produer-laezh.
- Dastumet evidoc'h
Profoù Nedeleg abred ar ministr-ketañ-bet Michel Barnier d'ar prefeded...
Piv evit kemer plas ar labourizion.ezed-douar o vonet kuit? Re nebeut a dud yaouank a zo intereset evit monet war ar labour... Chalus bras an afer, a zo moian da selaou hirroc'h warni get LSD war France Culture.
Stourm rak an digoadañ "emporzhiet" (la déforestation importée).
Biodinami kalet.
- Fokus
Goude Ar Bezhin Glas, setu embannet ur vandenn-dreset nevez get Inès Léraud ha Pierre Van Hove. Ar wezh-mañ e vez kaoz deus un enklask istorel war an adlodenniñ. Champs de Bataille a zo embannet e ti Delcourt.
Da adkavout ivez er podkast-mañ : "Tro-dro deoc'h" ha "Deiziataer Splann".
==> Adkavit an enklaskoù a-bezh ha muioc'h c'hoazh war Splann.org