Ar pod houarn - Gant Radio BOA
12 mn 37 sec 29 Genver 2025
Atalieroù kan, alejiñ kombucha, baleadennoù er vro, predegennoù, darvoudoù a bep seurt a vez aozet ar blez mañ evit Festival Taol Kurun.
Amelik a zo sonerez oud, kanal a ra ivez. Pedet e oa bet b’an Ty Pouce ar sizhun paset e-kerz un noziad plijus. Ar sal oa leuniet etre brezhonegerion ha brezhonegerezed, ha tud nammed. Razh an dud o deus n’em gavet get ul lom da evañ hag Amelik o animiñ an traoù.