Yann-Fulup Dupuy, skrivagner ha leurenner, a ginnig ar pezh-c'hoari Gwarem Traezh hag e zudennoù paket gant o c'hudennoù identelezh.
Kendalc'het e vez gant ar sontadeg Ifop nevez-embannet, "Skinselliñ ar Rannvroadelezh e 2025". Enora Molac he deus goulennet Tifenn Siret, deus an UDB, ha Tudi Kernalegenn, rener BCD hag arbenniger war ar politikerezh.
Endro, harpourien deus an tu dehoù-pellañ, setu ar pezh e vez klevet el lizher kealouiñ Splann, gant Caroline Trouillet, kazetennerez, ouzh mikro Enora Molac.
Teknik: Gweltaz Heno
Buheziñ : Yann Boishardy