BOA logo
18 Gwengolo 2024·Radio Bro Gwened

Ema Radio Bro Gwened é klask un animatour.ez radio !

Ema Radio Bro Gwened é klask un animatour.ez radio !

Ema Radio Bro Gwened é klask un animatour.ez radio  adal ar 1añ/11/2024, evit krouiñ abadennoù e brezhoneg

CDI · 80% (posibl e vo monet betak 100% e miz Genver 2025)

E Pondi ha/pe Gwened(tele-labour posibl, un devezh er sizhun)


Ret e vo d'an animatour.ez :

  • Gober àr-dro ar magazin pamdeziek Avel em fenn, evit ar blead 2024/25 ; kenproduet get RKB ha prezantet àr-ean ag ar Lun d'ar Gwener etre 5 ha 6 eur d'anderv.
  • Daramprediñ tud ar vro (Bro Gwened) hag o enrolliñ da gaout boued d'ober an abadenn : atersiñ ( a bell pe a dost), sevel reportajoù...
  • Skriviñ ur speech evit an abadenn.
  • Labourat asambl get ekip Radio bro Gwened, get an animatour.ez arall a Radio Kreiz Breizh, ha get koleged ar radioioù arall.
  • Sevel hag animiñ abadennoù ispisial en ur studio diavaez : FIL, Kan ar Bobl, GBB...

            (Kement-mañ hrevez ho c'hoant ha fantazi. Ni a welo asambl.)

 

Titouroù : https://drive.google.com/file/d/1m333Cnbj3QRQNoe9DhEXATVMiCxLhYeu/view?usp=drive_link

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA