Larsen ha Mediator 131 : An dilennadegoù ha prezidanted ar Stadoù-Unanet, Trump is not my president !
Chom a reomp ar sizhun-mañ gant prezidanted ar ...
12/08/2024
Gant Radio Bro Gwened
Met petra zo peg ennañ ? Lakaat en e benn kontañ istor ar rocken urzh kronologel ? Ul labour divent an hini eo !
Ha daoust ha gouzout a ra zoken ober an diforc'h etre ar psychobillies, ar punkabillies hag ar gothabillies ? Hag an alt-country, americana, pe get ? Detroit, kêrbenn ar soul pe hini an techno ?
Ha ken hegarat eo publik Hollyfest hag hini Hellfest ? Kement a veuriadoù zo, kement a luskadoù zo, peadra d'en em goll ! Ne vern, stagit ho kouriz, loc'het eo ar fuzeenn « Larsen ha mediator » evit he beaj e istor ar rock !!!