Kokenn ar Son - Parr Radio Kreiz Breizh
50 min 40 sec 03 Meán Fómhair 2026
Kastell ar Roc’h-Ugu zo bet savet er pemzekvet kantved war uhelioù aber an Trev e Pleuzal e Bro-Dreger. Eno e c’haller mont da bourmen en ur heuliañ an dour er c’hant eizh devezh-arat ha warn-ugent zo tro-dro d’ar c’hastell. D’an 13 a viz Even e oa bet Yann Boishardy ha Sahel Frangeul-Rabeau eus RKB o heuliañ ur vizitadenn heñchet eus ar park gant o mikroioù. Divi Alliot-Toupin eus Ti ar Vro Treger Goueloù n’oa ambrouget an dud war heñchoù ar park en ur dreuzkas dezhe e c’hoant da sellet pizh eus an natur ha da selaou anezhi. Deomp gante evit un eurvezh e Kokenn ar Son.


Ste courr web se sèrr pouint d traçouéer
- Enjinë parr Lumy © 2026 Radio BOA
