BOA logo

Lec'hienn Istor Breizh ha Premières Rencontres ISTOR : Ur gaoz gant Bernez Rouz.

Kokenn ar Son - Parr Radio Kreiz Breizh

59 min 48 sec 08 Meitheamh 2026

Den l'epizodd-çi
sa caozz de :

Ur bloaz zo eo bet lañset « Histoire de Bretagne », ul lec’hienn Internet troet war Istor Breizh penn-da-benn, eus an amzerioù kozhañ betek fin an XXvet kantved. Aeset da lenn ar pennadoù ennañ, leun a fotoioù ha tresadennoù kaer, aozet en un doare simpl-tre… Pal al lec’hienn zo sklaer : reiñ d’an dud da c’hoût muioc’h war Istor ar rannvro.

Gant ar memes pal e vo aozet un devezhiad « Premières Rencontres Istor » e Gwengamp d’an 13 a viz Even. Prezegennoù ha taolioù-krenn a vo an devezh-pad evit komz eus an doareoù da gelenn Istor Breizh e-barzh ar skolioù/skolajoù/liseoù, eus labour an istorour pe an istorourez evit stourm a-enep ar falskelaouiñ.

Da gontañ eus tout-se war RKB hag RTG Radio Treger Goueloù e resevomp Bernez Rouz.

Finaunçë d'ensenbl parr
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 ru d Pont-Aven
29300 Qhinpèrlë, B·rtingn, France
Lé mençion d'aprè la louae -

Ste courr web se sèrr pouint d traçouéer

- Enjinë parr Lumy © 2026 Radio BOA