BOA logo

Tan

Barzhaz - Parr Radio Kreiz Breizh

15 min 48 sec 20 Samhain 2026

Den l'epizodd-çi
sa caozz de :

E penn uhelañ an torgennoù glas, lec’h ma vez goloet ar menezioù gant latar er beurevezhioù disafar, eo kludet ar gêriadennig anvet Sakamch’en. En tu all d’ar mogerioù savet gant pri ha delioù pin e lugern kalon an dud : an tan, K’ok’. E kreizig-kreiz e flammennoù e tañs eñvorennoù e bobl.

An istor-se a zo bet skrivet gant pevar dorn hag e div yezh : ar brezhoneg hag an tsotsil-maya, ur yezh e-touez an 68 yezh henvroat a zo e bro v-Mec’hiko. E brezhoneg eo bet skrivet gant Maelenn Bernard, hag e tsotsil-maya gant Martina Díaz Pérez, he deus rannet en ur skrivañ al levr-mañ ul lodenn eus he buhez : he bugaleaj en ur gêriadennig e Chiapas a vez graet San Andrés Larráinzar anezhi hiriv an deiz. 


« An tec’h » a vez komzet dioutañ el levr a zo ur prantad eus an Istor pa rankas, er bloavezh 1994, ul lodenn eus ar gumuniezh kuzhat e-pad ur bloavezh evit achap diouzh gwaskerezh ar Stad a-enep ar zapatisted.


Pediñ a reomp ac’hanoc’h da zont d’ober anaoudegezh gant K’ok’, an tan, e tsotsil-maya ; diwall a ra ar gumuniezh ha gouzout a ra hec’h istor.


Ar raktres-mañ a zo bet harpet gant ar gevredigezh Strollad La Obra abaoe an deroù, evit sevel asambles ganeomp pontoù etre ar yezhoù ha sevenadurioù minorel.

Ul levr kinniget gant Magali Baron eus Kuzul ar Brezhoneg

Finaunçë d'ensenbl parr
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 ru d Pont-Aven
29300 Qhinpèrlë, B·rtingn, France
Lé mençion d'aprè la louae -

Ste courr web se sèrr pouint d traçouéer

- Enjinë parr Lumy © 2026 Radio BOA