Arzhur eo ma anv, met den ebet ne ra ma anv ouzhin-me. Tadig ha Mammig a lavar Lampon Bras a-wechoù, ha Loen Fall a-wechoù all. Kousket en ur gwele n’em eus ket aotre d’ober, na debriñ chokolad, na mont er-maez ma-unan. Sotonioù bihan a ran ur wech an amzer, met unan vras emaon o paouez ober, ha keuz am eus ! Ya, keuz bras...
Romantig gant Evelyne Brisou-Pellen, troet e brezhoneg gant Mark Kerrain, embannet gant Sav-heol ha kinniget aze gant Magali Baron eus Kuzul ar Brezhoneg e Lannuon.
Ste courr web se sèrr pouint d traçouéer
- Enjinë parr Lumy © 2024 Radio BOA