BOA logo

Ar bleiz 'n oa c'hoant debriñ Tadig an Nedeleg

Barzhaz - Parr Radio Kreiz Breizh

542 min - 29 Samhain 2023

Den l'epizodd-çi
sa caozz de :

Abaoe savet an heol emañ ar bleiz o c’hedal a-dreñv ur wezenn, e dreid o skornañ en erc’h, riell ouzh e feskennoù blevek. Naon en deus, ken en deus.
Ha setu un den gwisket e ruz o tremen.
Kabellig Ruz eo marteze ?
Neuze e vo un tamm boued lipous da goan ! Siwazh n’eo nemet Tadig an Nedeleg.
Ha hennezh a zo kintus, tagnous, ur spont !
Hag ouzhpenn-se, hiriv ne ra nemet soroc’hal
ha grozmolat…

Ar bleiz 'n oa c'hoant debriñ Tadig an Nedeleg a zo ul levr evit ar vugale o deus c'hoant da lenn o-unan. Skrivet gant Robert Ayats ha treset gant CLaire Le Grand ha troet e brezhoneg gant Mark Kerrain. Embannet gant Sav-Heol.

Finaunçë d'ensenbl parr
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 ru d Pont-Aven
29300 Qhinpèrlë, B·rtingn, France
Lé mençion d'aprè la louae -

Ste courr web se sèrr pouint d traçouéer

- Enjinë parr Lumy © 2024 Radio BOA