Er bloavezh 1937 emañ ar brezel etre Republikaned ha Frankisted en e washañ e Bro-Spagn.
Antonio Jimenez, republikan euskarat, a rank tec’hout kuit gant ar chaluter Huerta. Tapet en ur gorventenn e ra peñse ar chaluter e-kichen Keriti-Penmarc’h.
Repu ha labour a gav Antonio er Vro-Vigoudenn a-drugarez d’e vignon Per Palud. Ne c’hell ket distreiñ d’e vro avat rak aloubet eo Europa gant armeoù an Trede Reich.
Ar peñsead, ul levr skrivet gant Yann Bijer hag embannet gant Al Liamm kinniget eo aze gant Magali Baron deus Kuzul ar Brezhoneg.
Ste courr web se sèrr pouint d traçouéer
- Enjinë parr Lumy © 2024 Radio BOA