Maltouterez eo Kathrine en ur porzhig diamen e penn uhelañ Norvegia, stok ouzh harzoù Rusia. Distur ha dizudi a-walc’h e tremen he buhez etre ar gêr, al labour, oaled an dud a vor hag ar pub nemetañ. He faotrig 8 vloaz a gav gwelloc’h bevañ gant e vamm-gozh pe e leztad.
Un deiz e tiviz Kathrine dilezel bro, bugel ha gwaz ha mont da zispenn roudoù Christian, un Danad e oa chomet e darempred gantañ, dre ar rouedad.
Mont a raimp d’he heul betek Bro-C’hall, ha dont en-dro ganti d’ar gêr, ma adkavo he mignon a-gozh Morten. Neuze e ranko divizout da vat peseurt ster reiñ d’he buhez.
Romant gant Peter Stamm, troet e brezhoneg gant Kristian Braz hag embannet gant Al Liamm. Kinniget aze gant Magali Baron eus Kuzul ar Brezhoneg e Lannuon.
Ste courr web se sèrr pouint d traçouéer
- Enjinë parr Lumy © 2024 Radio BOA