BOA logo
Radio Kreiz Breizh
Radio Kreiz Breizh

107.5 : war-eeun eus marc'had Pempoull da lidañ ar frekañs nevez !

RKB en extérieur - Parr Radio Kreiz Breizh

21 Márta

Den l'epizodd-çi
sa caozz de :

D'ar meurzh 19 a viz Meurzh e oa skipailh Radio Kreiz Breizh war-eeun eus marc'had Pempoull gant un abadenn da lidañ war an ton bras ar frekañs nevez gonezet gant ar radio e Bro-Oueloù !

 

War an digarez-se e oa bet pedet Faned Labbay da gomz eus ar raktres digoriñ ur skol Diwan nevez e Landreger. A-hend-all e oa bet pedet meur a zen eus Bro-Oueloù : Fañchig Gohin eus ar gevredigezh Kalon Plouha, Silvi ha Joel Donarzh eus Plourivo (Silvi zo koñsailherez e Plourivo ha Joel zo bet skolaer e Diwan Pempoull e-pad un 30 vloaz bennaket) ha Goulven Morvan, koñsailher-kêr e Pempoull.

 

Trugarez vras dezhe da vezañ graet un degemer a-zoare deomp e Pempoull !

 

 

Un abadenn gant Maelle Ausias, Gweltaz Heno ha Tomaz Laquaine-Jakez

Finaunçë d'ensenbl parr
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 ru d Pont-Aven
29300 Qhinpèrlë, B·rtingn, France
Lé mençion d'aprè la louae -

Ste courr web se sèrr pouint d traçouéer

- Enjinë parr Lumy © 2024 Radio BOA