Salud deoc’h bugale ha degemer mat en abadenn Kokennig ar Son ! Ha gwelet ho ‘p eus kaouenned pe touded abaoe ho p’efe klevet an abadenn ziwezhañ war al loened-se ? Neuze, petra meump desket en abadenn-se, soñj ho ‘p eus ? Penaos e oa ar c’haouenned o kousket ‘pad an deiz neuze, hag e veze o chaseal logod ha morzhigelled ‘pad an noz gras d’ar fed e welont mat tre hag o deus pluñv na reont trouz ebet ! Bern galloudoù a zo gante neuze !
Hiriv e ouiimp hirorc’h war ar re vihan ! Penaos e vezont maget ha penaos e reont evit deskiñ nijal. Hag e fin an abadenn e vo kontet deoc’h istor Nollaig, ar gaouenn c’hoant ganti da lenn ! Abadenn vat deoc’h !
Ste courr web se sèrr pouint d traçouéer
- Enjinë parr Lumy © 2024 Radio BOA