BOA logo

Bedoù Nevez Paskal an Intañv

Peoc'h ba'l loch ! - Parr Radio Kreiz Breizh

59 min 53 sec 03 Aibreán 2026

Den l'epizodd-çi
sa caozz de :

Espréssion dé parlement e dé qhulturr de B·rtingn
L-z emission qhultural

Bedoù Nevez diwar bluenn Paskal an Intañv a oa bet embannet e 2025 gant Al Liamm ha bet meur a briz gantañ goude-se. Hini danevelloù kêr Garaez kinniget war digarez Gouel al levrioù e Breizh e 2025. Hag ivez ar priz kentañ e rummad al levrioù faltazi da geñver Prizioù Dazont ar Brezhoneg 2026, aozet gant Ici Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg. Ur priz kaer ingalet gant prizioù all e Trebeurden e miz Meurzh 2026. Setu aze un torkad danevelloù dorojoù enne da zigoriñ an hent deoc’h etrezek bep a ved nevez.

Ya, met un oberenn evel-se ne vez ket savet evel ma vez lavaret « chou » d’ar yar !

Penaos ‘ta neuze e teu un den da skrivañ ? Da skrivañ e brezhoneg ? Peseurt mod eo bet perc’hennet pe adperc’hennet ar brezhoneg gant an tregeriad Paskal an Intañv ? Penaos eo deut ar brezhoneg dezhañ ?

Pennad-kaoz enrollet e miz Du 2025 gant Tomaz Laquaine-Jakez

Finaunçë d'ensenbl parr
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 ru d Pont-Aven
29300 Qhinpèrlë, B·rtingn, France
Lé mençion d'aprè la louae -

Ste courr web se sèrr pouint d traçouéer

- Enjinë parr Lumy © 2026 Radio BOA