BOA logo

Kinnigoù Unvaniezh Demokratel Breizh evit Lannuon Treger Kumuniezh

Peoc'h ba'l loch ! - Parr Radio Kreiz Breizh

59 min 53 sec 05 Eanáir 2026

Den l'epizodd-çi
sa caozz de :

Espréssion dé parlement e dé qhulturr de B·rtingn
L-z emission qhultural

Un teskad kinnigoù politikel evit Lannuon Treger Kumuniezh (LTK) a oa bet embannet en diskar-amzer 2025 gant tud Unvaniezh Demokratel Breizh, re kevrennoù Lannuon-Perroz ha Landreger.

C’hoant gante broudañ an dud da zebatiñ, da gontañ kaoz an eil re gant ar re all ac’hann d’ar votadegoù kêr a vo e miz Meurzh 2026. Un dastumad mennozhioù sklaer evit ma c’hellfe ar sitoaianed lâret o soñj ha kaout krog war ar politikerezhioù publik kaset gant ar gumuniezh tolpad-kêrioù.

N’eo ket ur programm klok a zo propozet aze gante met un nebeud mat a ginnigoù resis war meur a zachenn : al lojañ, ar brezhoneg, ar sevenadur, an traoù savet pe c’hoazh al labour-douar hag an energiezh.

Danvez prederiañ ha kaozeal evel a glevfet en abadenn-mañ gant daou zen eus UDB, Nil Kaouisin ha Herve Latimier, koñsailher e kuzul LTK, a lavar demp da voulc’hañ an dorzh pelec’h emañ an dalc’h gant an etrekumunelezh...

Un abadenn enrollet e miz Du 2025 gant Tomaz Laquaine-Jakez

(Poltred gant Le Peuple Breton)

Finaunçë d'ensenbl parr
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 ru d Pont-Aven
29300 Qhinpèrlë, B·rtingn, France
Lé mençion d'aprè la louae -

Ste courr web se sèrr pouint d traçouéer

- Enjinë parr Lumy © 2026 Radio BOA