BOA logo

Terez ar Rouz 1 : he jardin hag he "menaj bihan"

Peoc'h ba'l loch ! - Parr Radio Kreiz Breizh

59 min 53 sec 16 Bealtaine 2025

Den l'epizodd-çi
sa caozz de :

Espréssion dé parlement e dé qhulturr de B·rtingn
L-z emission qhultural

Herie omp etre Pederneg ha Bear, e kompagnunezh Terez ar Rouz.

Terez ‘m oa graet anaoudegezh ganti e gar Plougonveur, ul lec’h chik ha brav a vez nevez digoret d’an dud ur wezh ar miz tamm pe damm. En deiz-se deus miz Meurzh ‘m oa bet ar blijadur da gontañ kaoz gant Terez ha gant brezhonegerezed all a oa aze. E-mesk traoù all moamp kaozeet deus Traou Pont, e lec’h ma oa bet he den o chom. Al lec’h-se zo e Pederneg hag eno zo ur c’houldri kaer, ur savadur bet adingalet bloavezhioù zo da goulz ur chanter etrebroadel diwar youl Serj Falezan hag ar gevredigezh Kouldri.

« Me ‘m eus ur poltred kaer deus ar pigeonnier gant sinadurioù an dud tout o devoa kemeret perzh ba'r chanter », eme Terez din. Ha sell aze un tamm digarez brav da zont da welet anezhi ba he zi ha da gonto gantezi ur wezh all.

Tri bloaz warn-ugent eo bet Terez o labourat en RATP, kostez Pariz…

N’eo ket bet kollet he nerzh gant he otokarr abaoe an amzer-se ‘m eus aon...

Bezañ he deus ur brezhoneg ha na choma ket da ruzañ, nann ‘vat !

An dra-se oa d’an 20 a viz meurzh 2025, deiz kentañ an nevez amzer...

Sonerezh :

  • Mort Garson, Plantasia

  • Booker T. and the M.G.’s, Comin Home Baby

  • Baleer bro, E-barzh an ti korn war Menez Bre

  • Silly Sisters, Doffin’ Mistress

  • Maaar enrollet e-kerzh gouel an Erer kozh e 2024

Finaunçë d'ensenbl parr
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 ru d Pont-Aven
29300 Qhinpèrlë, B·rtingn, France
Lé mençion d'aprè la louae -

Ste courr web se sèrr pouint d traçouéer

- Enjinë parr Lumy © 2025 Radio BOA