BOA logo

Steud-buhez Jacques Aofred eus Kallag

Peoc'h ba'l loch ! - Parr Radio Kreiz Breizh

3593 min - 09 Samhain 2024

Den l'epizodd-çi
sa caozz de :

Espréssion dé parlement e dé qhulturr de B·rtingn
L-z emission qhultural

E miz Kerdu 2022 en doa Jacques Aofred kontet d'an Télégramme penaos en doa soñj da vezañ gwelet, hag eñ 8 vloaz, ur otokarrad refujieed eus ar Stad-Spagn oc’h arriout e Kallag d’an 28 a viz Eost 1937 : « Kap oamp bet da zegemer d’ar c’houlz-se, ne gomprenfen ket n’arrifemp ket da zegemer hudu an deiz », eme ar c'homunist kozh d’ar gazetenn. Un desteni a dalvoudegezh e-keit ma oa an tu-dehoù pellañ o plantañ reuz er vro abalamour d’ar raktres Horizon da zegemer refujieed war ar barrez, ur raktres douget gant ar maer, Jean-Yves Rolland, hag e goñsailherien. Ha bet gourdrouzet ar re-se da vezañ gwallet pe lazhet gant tud eus an tu-dehoù pellañ.

Jacques Aofred e oan bet o welet d’ar 5 a viz Genver 2023 hag eizhtez war-lerc'h, prest goude ma vije bet embannet gant maer Kallag e vije dilezet Horizon …

Deus e c’hoar-gaer e oa bet kaoz ivez e-skeud-se : María del Coro Magdalena Reina y Eskamendi a oa e-mesk an Euskariz (eus Donostia e oa) degouezhet e Kallag e 1937. Bet oa dimezet da unan eus breudeur Jacques, Job Aofred… Hec’h istor oa bet kontet gant an hini a vije anvet Malen Aofred gant tud ar vro a-benn neuze ba Kaier ar Poc’hêr un nebeud bloavezhioù zo…

http://marikavel.org/bretagne/callac/refugies-espagnols2.htm

E labour ba Gaz de France, an eil brezel bed, e vuhez stourmer komunour, an degemer… Sell aze ur pekad eus buhez Jacques Aofred.

Sonerezh :

  • El paso del Ebro, Fañfar WASO

  • Raja Meziane, Allo le Système!

Finaunçë d'ensenbl parr
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 ru d Pont-Aven
29300 Qhinpèrlë, B·rtingn, France
Lé mençion d'aprè la louae -

Ste courr web se sèrr pouint d traçouéer

- Enjinë parr Lumy © 2024 Radio BOA