BOA logo

Gi Yonkour war roudoù ar bleidi 1

Peoc'h ba'l loch ! - Parr Radio Kreiz Breizh

3593 min - 11 Deireadh Fómhair 2024

Den l'epizodd-çi
sa caozz de :

Espréssion dé parlement e dé qhulturr de B·rtingn
L-z emission qhultural

N’eo ket bet souezhet ar re a zo dedennet gant ar bleidi o welet roudoù unan pe meur a hini dionte o c’haloupat dre ar vro. Gant ar Groupe Mammalogique Breton asambles gant Breizh Vev e oa bet kroget da labourat war ar sujed o sevel ar Groupe Loup Bretagne adalek miz Genver 2020.

 

Stank eo al loened domiseet er vro evel ma oarit a-walc’h. Difenn an tropelladoù eo ret ober ha n’eo ket lazhañ ar bleidi, eme un den eus ar Strollad Bleidi Breizh, aterset gant Armen e miz Ebrel 2024.

 

Ur c’horf bleiz marv oa bet adkavet e Sant-Brewen e Liger-Atlantel e miz Here 2021, ur bleiz aet da foetañ bro pell deus e gavell hag arriet en Breizh ? Biskoazh !

 

Pell zo ne oa ket bet gwelet Gwilhoù o pourmen e skilhoù dre amañ...

Ba bloavezhiennoù diwezhañ an naontekvet kantved e oa aet diwar wel ar bleidi er vro. Dre ma ‘h ae al lannioù e lec’h ma oa o chom war nebeutaat. Ha dre ma veze roet primoù mat d’ar re a lazhe ur bleiz. Hag ivez dre implij ur poeson, ar strychnine an hini eo e oa aet a-gostez.

 

Tri pe bevar bleiz a vefe bet filmet pe tennet o foltred er vro abaoe 2022 hervez ar Groupe Loup Bretagne. Filmet e oa bet ur bleiz evit ar wezh kentañ e miz Mae 2022 e Berrien e Menez Are. Ha bet 'z eus gwelet ur bleiz en un ugent lec’h bennaket abaoe-se, hervez a lâre ar strollad e miz Gwengolo 2024.

 

Pa oan arriet e ti Gi Yonkour e miz Kerdu 2022 e oa a bep sort traoù war taol an hini a zo bet veterinaer e Bro Gallag e-pad e vuhez : ur c’hroc’hen ki dour pe c’hoazh ul levr anvet Chasse aux loups et autres chasses en Basse-Bretagne, ul levr bet skrivet gant ur pastor kembreat hag a gonta div goañvezh chase bet graet gantañ kostez Karaez war-dro ar bloavezhioù 1850. Ul levr bet adembannet gant François De Beaulieu, Alain Goutal ha Gi Yonkour e 1985… Degemer mat en abadenn Peoc’h ba’l loch !

 

Un abadenn enrollet e miz Kerdu 2022 gant Tomaz Laquaine-Jakez

 

Sonerezh :

- Kreiz Breizh Akademi 8, Trist eo din ma flanedenn

- Acid Arab, Habaytak (R3HAB Remix) feat. Ghizlane Melih

- Yannig Alory, An aotrou Liskildri / An den kozh hag an evnig

- Lisa O’Neill & Radie Peat, The factory girl

 

 

Finaunçë d'ensenbl parr
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 ru d Pont-Aven
29300 Qhinpèrlë, B·rtingn, France
Lé mençion d'aprè la louae -

Ste courr web se sèrr pouint d traçouéer

- Enjinë parr Lumy © 2024 Radio BOA