Heklev an hañv - Parr Radio Kerne
1 ourr 2 min 28 Iúil 2026
Brav eo an amzer e Breizh, eus Brest betek Naoned, glav ebet war hon fennoù. Pouezus eo evañ dour pa vez tomm gor an amzer evel-se. Dour evapl, dour eus ar rivieroù, eus ar stêrioù, dour o tifoupañ eus an douaroù… E-kreiz an tabutoù zo emañ an dour - eus Breizh betek Palestina. Deus an dra-se e vo anv hiziv en hoc’h abadenn Heklev an Hañv.
. Gerard Lahellec, senedour Aodoù-an-Arvor eus ar strollad Komunist Republikan Citoian Ekologist. Hennezh ‘n oa votet a-enep d’al Lezenn anvet Loi d’Urgence Agricole lec’h ma vez cheñchet kalz an doare da wareziñ, da verañ ha da stokiñ an dour a-benn kontantiñ interestoù an agro-industri.
. Ur gronikenn Gerioù ar Vuhez diwar-benn ar Gwirioù gant Herri an Naou ha Marie-Laure Groix.
. Jeannot Flajeul eus Palestina Dieub 22. Ral a-walc'h eo an dour e Sav-Heol kreiz. E-kreiz ar brezel a gas Israel evit aloubiñ ha trevadenniñ an tiriadoù tro-dro dezhañ emañ an dour.
Sonerezh :
. Entre dos Aguas, Paco de Lucia
. Love is You, Faraj Souleiman


Ste courr web se sèrr pouint d traçouéer
- Enjinë parr Lumy © 2026 Radio BOA
