BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Heklev an hañv 19/07/2024

Heklev an hañv - Parr Radio Kerne

19 Iúil

Den l'epizodd-çi
sa caozz de :

Pardon ar 7 sant a zo ur pardon ispisial peogwir eo tro-dro da 7 sant, bet o kousket e-pad pell tre er ur c'havern. Setu pezh a gonta ar werz kanet bep bloaz e-kichen Chapel ar Seizh Sant er C'houerc'had. Er bloavezhioù 1950 eo bet dizoloet gant Louis Massignon, kristen hag arbenikaet war an islam, e oa ur sourate o kontañ memes istor evel gwerz ar 7 sant. Istor 7 breur, kristen, gwasket gant an impalaer Decius ha bac'het en ur c'havern. Abaoe eo deuet pardon ar 7 sant er C'houerc'had da vezañ ur pardon kristen ha muzulman.

Skrivet eo bet ul levr, embannet gant Goater, war istor ar pardon hag ar 7 kousker. Dre vras, pezh a c'hell liammañ ar relijionnoù monodoueel. Christiant Rivoalen a heul ar pardon abaoe un nebeut bloavezhioù ha kontañ a ra deomp an istor-mañ.

Finaunçë d'ensenbl parr
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 ru d Pont-Aven
29300 Qhinpèrlë, B·rtingn, France
Lé mençion d'aprè la louae -

Ste courr web se sèrr pouint d traçouéer

- Enjinë parr Lumy © 2024 Radio BOA