BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Heklev an hañv 04/07/2023 - Rozenn an Dreo diwar-benn serradur ti-gwilioudiñ Gwengamp

Heklev an hañv - Parr Radio Kerne

04 Iúil

Den l'epizodd-çi
sa caozz de :

Abaoe ar 26 a viz Ebrel n'eus ket bet ganet bugel ebet e ti-gwilioudiñ Pabu, tal-kichen Gwengamp ! Diwar un diviz digant Ajañs Rannvro ar Yec'hed he deus suspentet ar gwilioudoù en ospital defot kaout tud a-walc'h da labourat. Gallout a rafe bezañ addigoret ar servij, eme an ARS, ur wech kavet amiegezed, jinekologed-gwiliouderien ha medesined-anestezist da zont da labourat eno.

 

Met hervez soñj Komite difenn ospital Gwengamp e vefe tuet dileuridi ar Stad a-benn fin ar gont da heuliañ kinnigoù an danevell "Rossetti". Hennezh a erbede e miz Eost 2022 ma vije serret da vat an ti-gwilioudiñ ha servij surjianerezh an ospital.

 

Se zo kaoz emañ tud ar vro war varteze evit pezh sell dazont o servijoù yec'hed... Ispisial ar merc'hed-dougerezed a zo sañset gwilioudiñ er sizhunioù pe er mizioù da zont... Evel Rozenn an Dreo he doa roet he santimant deomp e miz Ebrel 2023... D'ar c'houlz-se ne vije ket gouvezet c'hoazh e vije "serret" an ti-gwilioudiñ betek fin miz Here da vihanañ.

 

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken

 

Finaunçë d'ensenbl parr
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 ru d Pont-Aven
29300 Qhinpèrlë, B·rtingn, France
Lé mençion d'aprè la louae -

Ste courr web se sèrr pouint d traçouéer

- Enjinë parr Lumy © 2024 Radio BOA