BOA logo

Lizher 137 : Lizher ag an 22.07.1916.

- Parr Radio Bro Gwened

9 min 3 sec 08 Iúil 2014

Den l'epizodd-çi
sa caozz de :

Lec'h : E kostez L'Eclusier. ///Me anav mat an aotrou Decker... An dornadig gwenan-se... Ar mintin-mañ eh on bet é welet un toull graet d'ar Germaned... Ur potarn deomp a zo kouezhet just àr an abri-se ha foeltret rac'h an traoù!... Ur serjant ag ar gompagnonezh [...] a zo marv get e c'houli... Tri a vugale a chom àr e-lerc'h. Bet en deus bet an Ao. Moignou ur lizher ag e vaouez ... Erru eo d'er gwelet er c'hlañvdi goude ma oa marv... Nag un tarzh kalon!... Keuz hon eus d'ar c'henseurt-se... Man doere da Fine ha d'he mamm ha d'an Ao. Person./// Ur sape toullet d'an Alamanted ; trañcheoù gwell gempennet doc'h tu an Alamanted ; labour an artilheri ; ur serjant brogarour marvet ; ar soudard bleset kaset àr-dreñv ne erru ket ken e zoere get e gompagnonezh kozh ; lâret e-men en em gav en ur dreiñ an anvioù lec'h e brezhoneg : ur sort c'hoari moarvat.
Finaunçë d'ensenbl parr
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 ru d Pont-Aven
29300 Qhinpèrlë, B·rtingn, France
Lé mençion d'aprè la louae -

Ste courr web se sèrr pouint d traçouéer

- Enjinë parr Lumy © 2026 Radio BOA