BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Larsen ha mediator 19 : The british invasion : The Beatles

Larsen ha mediator ! - Parr Radio Bro Gwened

13 Aib

Den l'epizodd-çi
sa caozz de :

Kenderc'hel a reomp hor rummad abadennoù gouestlet d'ar pezh zo bet anvet « The british invasion », p'o deus strolladoù saoz deroù ar bloavezhioù 60 trustet plasoù kentañ an holl « charts » dre ar bed a-bezh. Ha deuet eo ar mare evel-just da gomz eus ar strollad brudetañ er bed, ar strollad a chom hini karetañ ar blanedenn 50 vloaz goude m'o deus dispartiet, 40 vloaz goude marv John Lennon hag 20 vloaz goude hini George Harrison. Met penaos komz eus ar Beatles en ur eurvezh pe ziv ? Dic'hallus an hini eo, neuze em eus dibabet kentoc'h kinnig un nebeut tonioù heverk ha, ma vez tu, e-touez ar re dianavezetañ. Playlist : - The Beatles : Love me do - The Beatles : Boys - The Beatles : Twist and shout - The Beatles : From me to tou - The Beatles : I want to hold your hand - Kelaouadenn o tennañ d'ar beatlemanaia e Breizh-Veur gant E. Newman Evit NBS - CBSN 1963 : un tañva eus ar beatlemania er sixties - The Supremes : Can't buy me love - Donna Lynn : My boyfriend had a Beatle haircut - The Beatles : She 's a woman - The Beatles : I'm a loser
Finaunçë d'ensenbl parr
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 ru d Pont-Aven
29300 Qhinpèrlë, B·rtingn, France
Lé mençion d'aprè la louae -

Ste courr web se sèrr pouint d traçouéer

- Enjinë parr Lumy © 2024 Radio BOA