BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

13 : Marv ar rock 'n roll

Larsen ha mediator ! - Parr Radio Bro Gwened

13 Aib

Den l'epizodd-çi
sa caozz de :

E fin ar bloavezhioù 50 e seblant ar rock tonket da vont da get, milliget m'emañ e arzourien bennañ. Setu ar pezh a welimp hiziv. Kregiñ a ra ar c'heleier fall e miz Here 1957 gant Little Richard, an hini en deus berraet filosofiezh ar rock 'n roll en un drouzadell « A wop bom aloo mop a lop bam boom » a ziviz teurel e zilhad alaouret hag e walennoù d'ar blotoù evit en em ouestlañ d'ar relijion goude bezañ bet gwelet Doue er c'harr-nij a gase anezhañ da Aostralia evit un droiad. E miz Meurzh 1958 ez eo Tonton Sam hag a zegas soñj da Elvis en deus da servijout ar vammvro. Playlist : Tenacious D : Rock is dead Elvis Presley : Atersadenn a-raok e gonje ("Elvis Sails") Elvis Presley : Are you lonesome tonight ? Don Mc Lean : American Pie  Ritchie Valens : La bamba Chuck Berry, Bruce Springsteen and the E-street Band : Johnny Be Goode Eddy Cochran : Twenty flight rock Levrlennadur : "Les racines du rock" Florent Mazzoleni (Embannadurioù Hors collection) "Rock 'n roll Babylon" Gary Herman (Embannadurioù Denoël X-Trême) "Pop Rock Story vol. 1" Marion Doussot (Embannadurioù Vents d'Ouest)
Finaunçë d'ensenbl parr
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 ru d Pont-Aven
29300 Qhinpèrlë, B·rtingn, France
Lé mençion d'aprè la louae -

Ste courr web se sèrr pouint d traçouéer

- Enjinë parr Lumy © 2024 Radio BOA