BOA logo

An daou vugul hag ar verc'h-mor

- Parr Radio Bro Gwened

393 min - 11 Samhain 2020

Den l'epizodd-çi
sa caozz de :

Get : Mazhev Coviaux : An naratour Enora Molac : Ar siren An daou vugul: Benoit Allaire An daou vugul hag ar verc'h-mor Un deiz ' oa daou vugul. Ha(g) o loened a zo achapet gete àr bord ar mor. Hag ar mor a zae d'ar lein. Hag ar loened-se ' oa spontet hag o devoa paset ar mor hag arru àr ur garreg vras. Hag an daou vugul a ouele : - P' arruhaomp er gêr e vehaomp foetet, mard eo kollet hor loened. Ha(g) int a welas unan é neuñv (nañv) er mor, ha oa ur siren a oa : - Ne ouelit ket, mam bugale. Dait genin. Hi a gemeras peb unan doc'hte e peb dorn. Hi o c'hasas geti. O devoa aon e-raok an dour : - Hoc'h eus ket afer a bout aon. M' ho teskay da neuñv (nañv), a lâras ar siren. - Ar loened eo a zo arru àr ar garreg, siren, a lâras an daou vugul dezhi. - Me ' oar, mam bugale. E-lec'h eh oc'h é c'houarn ar loened, int a zo tud pinvizik ha(g) hoc'h eus ket kollet 'met div vuoc'h a zo àr ar garreg. - ' Garhemp ket mui monet d'ar gêr, a lâras an daou vugul d'ar siren. Mard oc'h koutant ni a chomay geneoc'h. - Met an div vuoc'h, a lâras ar siren dezhe ? - Amañ ne vank k(et a) c'heot ha(g) int a vouetay, siren, a lâras an daou vugul. Ha pa vo skuizh ar vistr d'her c'hlask, marse int her c'havay un deiz bennak. Hag ar siren a lâras dezhe : - Hoc'h eus ket afer a vout aon. 'Ziàr bord ar mor int ho kwelay ho taou é redek àr an enezenn, hag an div vuoc'h é vouetaat hag é vreskenn. - Met, siren, ho pez truez doc'homp, a lâras an daou vugul dezhi. - Den ne ray ket droug deoc'h amañ. Eh oc'h genin, ha m'ho kouarnay. ' Faot ket james kaout aon na(g 'n) em spontiñ, mam bugale. Bemdez eh oc'h é kreskiñ ha bemdez e vrasit. Un deiz bennag ha pa basay ur batimant, a lâras ar siren dezhe, c'hwi a yay en douar ha c'hwi a yay d'ar gêr. Mar plijay geneoc'h ha mar bec'h koutant. Ha(g) int a lâras dezhi : - Siren, evit madoù ar bed, ' garhemp ket monet kuit 'ziàr an enezenn. Ni ' beus k(et) afer doc'h boued. Ni ' ev tra-walc'h a laezh doc'h an div vuoc'h. Laezh hemp bout silet, eñv ' zo magaduroc'h hag hor c'has da vout kreñv, hag hor c'has fors deomp. Siren, mar karhec'h evet ur bannig laezh 'sambl geneomp, ni ' vehe koutant hon-daou. - Daou vugul, 'm eus ket james evet laezh, a lâras ar siren dezhe. 'M eus ket 'met pesked da zebriñ ha dour sal da evet. - Ni ' c'hellaomp ket-ni evet dour sal. James en hor buhezioù, ' beus ket c'hoazh debret pesked, a lâras an daou vugul dezhi. - Mard oc'h koutant, me ' blujay er mor, ha me ' gasay pesked deoc'h. Ha c'hwi o darevay àr an enezenn, peotramant dizan ar c'hroc'h. - Ni ' oaromp ket kalz d' alum an tan, ' lâras unan doc'hte, nag emblad boued, kar ni ' zo c'hoazh bihan. Hag ar siren a lâras dezhe : - Me ' alumay an tan deoc'h, pandeogwir ema kaer an amzer. 'D eus ket avel na glav. Ho tan ne grevay ket. C'hwi a glaskay tri maen hag a servijay da vout trepez. Ha bout ' zo ur bilig, ha c'hwi ' embladay ho pesked. - ' Oaromp ket, siren, a lâras unan doc'hte, mar kavomp mat, kar ' beus ket debret james. Ken 'met laezh ha yod, siren. Met petra ' zo kaoz, siren, ne rit ket 'met plujiñ noz-ha-deiz er mor ? Ni ho klev ha ' c'hellomp ket kousket. Ha pa vec'h skuizh, c'hwi ' ya àr ur garreg da chouket, hag aze c'hwi a gemer ur grib hag an diluzierez, ha c'hwi a grib ho plev. ' beus ket gwelet james hani 'eldoc'h. Ho pennad blev a zo ken brav, pa zo heol e vehe lâret e vehe blev a aour e vehe. Hag ar siren a c'hoarzhas hag a lâras dezhe : - Man daou vugul, c'hwi ma c'hav plac'h ? - James ' beus ket gwelet hani 'eldoc'h, na ne welhaomp ket james plac'hoc'h evitoc'h. Kaoz da betra, siren, hoc'h eus ket ur vrozh ? - 'D on ket kapabl, a lâras ar siren, lakat. Me ' zo-me er mor noz-ha-deiz, ha (e)ma ret din bout 'el ma(r)d on. Diwezhatoc'h pa vec'h brasoc'h, c'hwi a gomprenay ar rezon eh an da lâret deoc'h. C'hwi a gontay d' ho kamaraded goude e pezh enezenn eh oc'h bet, pezh hoc'h eus lâret ha pezh hoc'h eus gwelet. Int a ray marse goap deoc'h, met c'hwi ' lâray dezhe : - Ni ' beus gwelet ur siren, ha c'hwi ne welhaet ket james. Hag ar siren a lâras c'hoazh : - Me ' ray deoc'h man daou vugul, un dra bennag evit diskoueziñ dezhe penaos ne vo ket gaou hag a vo gwir. - Siren, s'tu ni arru en hon ugent vlezioù. Hag e vo mall deomp monet d'ar gêr. - S'tu ur c'hanot, a lâras ar siren dezhe, ha me ' yay-me d'ho kondu. Pa vehaomp arru ar ur rivier, c'hwi a ziskennay ha c'hwi a yay d'ar gêr. Eh an d'ober deoc'h b(emp) a (e)n e yalc'h voulouz, hag a zo goloet get perl, Hag en ho yalc'hoù, c'hwi a gavay ho fortunioù ; kenavo /kanavou/ ha mersi, kenavo, man daou vugul, hoc'h eus ket afer a labourat mui. An div vuoc'h a oa chomet en enezenn. Hani ne oa ket daet d'o goulenn. 13-10-1913 Sonerezh : - Clogs : Fiddlegree - Pan's Labyrinth Lullaby - Merganzer : Montage - Esquisse : Belote - Vincent Peraini & Emile Parisien : Egyptian Rhapsody - El Michel's Affair : Kiddy Diddy
Finaunçë d'ensenbl parr
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 ru d Pont-Aven
29300 Qhinpèrlë, B·rtingn, France
Lé mençion d'aprè la louae -

Ste courr web se sèrr pouint d traçouéer

- Enjinë parr Lumy © 2024 Radio BOA