BOA logo

La jeune fille et les deux korrigans

- Parr Radio Bro Gwened

426 min - 17 Meitheamh 2020

Den l'epizodd-çi
sa caozz de :

Narrateur : Mazhev Coviaux La jeune fille : Enora Molac 1er korrigan : Benoit Allaire 2ème korrigan : Brewal Runigo L'homme : Maoris Jouano Les 4 korrigans : Gregory Evenas . Musique : Timber timbre : trouble comes knocking Cosmo Sheldrake : Wriggle Herbie Hancock : Watermelon Man Chapelier Fou : La vie de Cocagne Feiz Noz Moc'h : Triptik Josephine Foster : All glow now . Ar verc'h hag an daou ozegan (peurunvan) Ur wezh ' oa ur verc'h yaouank ' devoa ket na tad na mamm. S'tu un deiz hi aet er maez doc'h he zi d'an eur a greisteiz. P' he deus lakaet he zreid er maez, ne wele ket mui ur greun. Bout ' zo arru daou geti, unan en deus bandet he daoulagad get ur mouched, hag an 'all en deus hi kemeret a-zre an dorn hag o deus hi kaset d' ur c'harr goloet. Hi ' gomañsas ouelet gete. Hi a lâras dezhe : - Petra ' faot deoc'h gober doc'hin ? - Netra, plac'h yaouank, ne raehemp ket droug ebet deoc'h, a lâras an daou ozegan. - Ne oaran ket penaos tud e oc'h. Kar ' welan ket, hoc'h eus bandet man daoulagad ha n'hellan ket ho kwelet. Hoc'h eus ma c'hemeret dre dreis. - Ne ouelit ket. E-lec'h ho kasamp e vec'h mat. Ha unan doc'h an ozeganed a lâras dezhi : - Eh an d'ho kas da ma zi. Me 'beus un tiad bugale ha 'd eus ket matezh ebet. Int ' deus he c'haset dizan ur c'hoad sapin, hag aze o deus lammet ur maen plat da zistank un toull evit monet diskenn d'ar ias. 'D eus ket lammet ar mouched a-ziàr he daoulagad, kent eo arru en ti. Pand eo lammet ar mouched, hi a zo chomet spontet. James en he buhez ' en devoa ket gwelet anezhi un ti ken brav èl an ti-se. Bout ' oa c'hwec'h a vugale, bihanig-tra. Hi a lâras dezhe : - Ho pugale 'd int ket ['d eus ket] bras, daou ozegan. Bremañ me ' wel nend oc'h ket gwall-vras ha-tout. Doc'h ho pugale m' am bo soagn, àr-lerc'h ' rehec'h ket mizer din, s'tu tout ar pezh a faot din... - Ne garehen ket lâriñ deoc'h e vez du ho taoulagad en ho penn. C'hwi a vo eürus geneomp ha mard oc'h koutant dimeziñ din... - Ne zimezin ket james d'un ozegan, a reskondas ar verc'h yaouank. 'm eus klevet komz dre ma zud-kozh penaos e oa un ozegan ur wezh hag a oa mechant. Eñv a bigne àr an daol da foetal e vaouez. Hag un deiz drest an deizioù arall, e oa paset ur gwaz 'tal o zi, hag ar gwaz-se a antreas en ti. Eñv a lâras dezhoñ : - Ho maouez a zo brasoc'h evidoc'h ha me en he lerc'h, me ' rahe un taol dorn deoc'h. - Kerzhit er maez doc'h ma zi, a lâras an ozegan. Kar 'm eus ket afer doc'h tud efrontet 'eldoc'h da zonet da selaouet 'tal man dor. Ar verc'h yaouank a c'hoarzhe hag an ozegan a ouele. Eñv a lâras dezhi : - Ni a zo kenklouz tud èldoc'h kar ni ' zo c'hoazh sorserion. - Na bout e rahec'h ar bed a-bezh din, 'm eus ket afer doc'h un ozegan. Me ' chomay en ho ti da soagniñ ho pugale ha me ' vo doc'hte èl ur vamm. - Àrc'hoazh, ' lâras an ozegan dezhi, c'hwi ' yay d'ar c'hoad sapin ; ' gavec'h ket mui hent ebet da zonet da ma zi. Ha c'hwi a ray atañsion deoc'h (ha c'hwi ' daolay meiz deoc'h?). Er c'hoad sapin, c'hwi a basay ho teiz a-dro an deiz. Ha mar sav ur wezenn drest ho penn, unan lore ha ' vo tri fousin a-barzh, 'n heni a ganay ar gwellañ, hennezh a ray ho poneur. S'tu ma-hi bet un deiz er c'hoad. S'tu arru an noz, ha n'helle ket anezhi kerzhet. E-menn monet ac'hann-amañ, a lâras er verc'h yaouank. Ne oaran ket d' e-menn monet, kar n' c'hellan ket kerzhet. Hi a welas é tonet pevar a-ziabell. - Man Doue, a lâras-hi dre he c'halon, s'tu pevar ozegan é tonet, ar re-mañ a ray marse ma maleur (malur). Hag int a lâras dezhi : - Boñser (bousér), plac'h yaouank. - Boñser (bousér), ma zud vat. - ' vehec'h ket koutant donet geneomp d'ober un dro-bale d'ar pardon ? - 'D on ket bet james e pardon ebet, kar get an ozeganed eh on re spontet. C'hwi ma c'hasay piv oar d' e-menn ? Me ' ya àr un hent-bras hag aze me ' gavay lec'h da vout matezh en un ti ne vo ket pell ac'hann-amañ. Ha keneve-se, un ozegan èldoc'h ' vehen ket e troiñ dizan d'ur c'hoad sapin. - Pandeogwir eh oc'h ur verc'h a-feson, a lâras ar pevar ozegan dezhi, c'hwi a gavay ho hent da vonet d'ho ti. - Pas da ma zi, kar bout ' zo c'hwec'h vlez eh on lammet doc'h ma zi. Ha unan doc'h ar pevar ozegan a lâras dezhi : - Dre ho hent c'hwi ' po chañs ha boneur. Pa arruay geneoc'h un den yaouank hag a blijay bras deoc'h, ha c'hwi ' blijay dezhoñ. Hag aze, c'hwi a zimezay ho taou. C'hwi a vevay kozh. Ne ' vec'h ket gwall-binvizig. C'hwi ' po trawalc'h evit beviñ. Ha pand ay ar mor e tay ar pesked.
Finaunçë d'ensenbl parr
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 ru d Pont-Aven
29300 Qhinpèrlë, B·rtingn, France
Lé mençion d'aprè la louae -

Ste courr web se sèrr pouint d traçouéer

- Enjinë parr Lumy © 2024 Radio BOA