BOA logo

Piv eo Iberdrola ? : Eil enklask Splann!

- Parr Radio Bro Gwened

1787 min - 29 Aibreán 2022

Den l'epizodd-çi
sa caozz de :

Un eil enklask oa bet embannet gant ar media enklask Splann! e fin miz Meurzh. Soñj ho peus moarvat deus enklask kentañ ar media dizalc'h diwar-benn saotradur an aer e Breizh gant an amoniak, un enklask bet embannet e miz Even, arlene. Ar wech-mañ o deus kazetennerienezed Splann klasket goût hiroc'h war ur pezh embregerezh anvet Iberdrola. Anveet eo Iberdrola ba Breizh dre ec'h is-embregerezh "Ailes Marines", a zo e penn ar chanter parkad rojoù-avel e bae Sant-Brieg. Met n'eo ket deus raktresoù Iberdrola er vro a zo kaoz ba enklask diwezhañ Splann!. Bet eo div gazetennerez, Itzel Marie Diaz ha Lena Lopes, o furchal ar pezh zo bet graet gant Iberdrola ba Brazil ha Mec'hiko ! Embann a ra Iberdrola « soursial eus gwareziñ an endro » met ba meur a lec'h en Amerika Latina e vez tamallet dezhañ bezañ graet traoù enep gwirioù bugel-den ha bezañ gwallgaset an endro... Gwenvael D'lano, perzh ba kuzul-embann Splann, a gomz deomp deus danvez an enklask.
Finaunçë d'ensenbl parr
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 ru d Pont-Aven
29300 Qhinpèrlë, B·rtingn, France
Lé mençion d'aprè la louae -

Ste courr web se sèrr pouint d traçouéer

- Enjinë parr Lumy © 2024 Radio BOA