BOA logo

Desevel bloped e Lise Diwan Karaez

- Parr Radio Bro Gwened

1035 min - 18 Deireadh Fómhair 2021

Den l'epizodd-çi
sa caozz de :

N'eo na loen, na plant, na tok touseg, ar blob, Physarum polycephalum en latin flour, a zo un dra, ur gellig, gant meur a galon enni. A liv melen, bevañ a ra er c'hoadeier, n'em ledan a ra buan tre ha gouest eo da zeskiñ traoù. Gant-se eo bet roet dezhañ an anv Blob, anv ur film amerikan deus ar bloavezhioù 80. An 10 a viz Eost, eo bet kaset bloped da Domaz Pesked, ar spasionote, staliet mare-mañ en ur station etrevroadel en egor. Eno e ra arnodennoù gant e vloped ha dre ar CNRS, Centre National de la Recherche Scientifique, en deus goulennet gant meur a glasad liseidi ober kement all. El lise Diwan eo bet, ar sun paset, studiet ar vloped ha graet un arnodenn gantañ : tapout fotoioù deus daou vlob 'ba daou voest, unan gant kerc'h, unan all hep kerc'h. Gwenael Le Bras, kelenner war ar biologiezh ha Youenn lisead a gont deomp pegen kevrinus eo an dra-mañ.
Finaunçë d'ensenbl parr
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 ru d Pont-Aven
29300 Qhinpèrlë, B·rtingn, France
Lé mençion d'aprè la louae -

Ste courr web se sèrr pouint d traçouéer

- Enjinë parr Lumy © 2025 Radio BOA