BOA logo

Gwener 21 a viz An Azvent, abadenn diwezhañ ar blezad

- Parr Radio Bro Gwened

4767 min - 21 Nollaig 2018

Den l'epizodd-çi
sa caozz de :

Hiriv oe bodet Tomaz hag Enora er mem studio, kani RKB e Sant-Nigouden. Abadenn kentñ ar blez 2019 a vo d'ar Lun 7 a viz Genver. Setu ar pezh a zo bet klevet da vitin : Yoann Kolaz ag ar gevredigezh Graines de Culture, get Tomaz Laken ag RKB. Selaouit da 1e21 Ur bal folk a vo benn disadorn en Ecusson e Jossilin, evit gober anaoudegezh get sonerezh ha dañsoù bro Sweden, bro Gembre ha Bro Saoz. Aozet eo ar bal evit deiz ha blez ar gevredigezh Astour'Cie. Selaouit doc'h Mike James da 10' An Nedeleg a zo an digarez da lakaat muioc'h a vrezhoneg en darvoudoù, hag oferennoù 'zo aozet get brezhoneg a-barzh, d'ar 24/12. E Pondi pe Krac'h da skouer. Selaouit doc'h Jorj Belz evit klevout tonioù Nedeleg! Da 28' Krediñ or not krediñ e tad an Nedeleg? Setu kronikenn drol Enora. Da 39' Hennezh, honnezh... hiriv setu Tangi Yekel (sot eo get brezhoneg bear) doc'h mikro Tomaz Laken ag RKB, o tisplegañ petra 'zo da c'houzou à-ziar ar raganvioù-diskouez. Selaouit da 5' en enrolladenn! Bohemian Rapsody, setu soñj Yann-Klaod ar Ruyet er gronikenn Sinema, da selaou da 17' Tonioù: - Sopa de PEdra, Ro da Graça - Yann-Raoul, Noz an Nedeleg - Feiz Noz Moc'h, Sorbienn an argad - Nolwenn Korbell, Traoù gwir - Tonina Saputo, Quizàs,Quizàs,Quizàs
Finaunçë d'ensenbl parr
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 ru d Pont-Aven
29300 Qhinpèrlë, B·rtingn, France
Lé mençion d'aprè la louae -

Ste courr web se sèrr pouint d traçouéer

- Enjinë parr Lumy © 2024 Radio BOA