BOA logo

Trezolioù Kreiz Mintin - Ar Varteloded

Kreiz Mintin - Parr Radio Bro Gwened

1 ourr 1 min 23 Deireadh Fómhair 2026

Den l'epizodd-çi
sa caozz de :

Espréssion dé parlement e dé qhulturr de B·rtingn
L-z emission qhultural

Ar mor, ar bagoù, an dud. Breizh vez anavet mat er bed a-bezh dre he marteloded. Ar re-sen oe kustum da vont àr ar mor eit gounit o boued. Mont da besketiñ, d’ober koñverzh pe c’hoazh eit ar brezel. Ha just a-walh am eus furchet un tammig ba archivoù Radio Bro Gwened. Ha kavet am eus atersadennoù marteloded ar vro. Trawalh eit sevel un abadenn Trezolioù Kreiz Mintin. Da getañ e vo klevet

  • Mathurin Fily. Heñ neus paset ar brezel 39-45 àr bagoù.

  • Da heul e vo Marcel Maguer. Kaojet vo geton àg ar bagoù, ar brezel hag ar resistañs

  • Ba fin e vimp get Fernand ar Grel da Enezenn Groe – Hinnezh oe pesketour àr vag

Muzik :

  • Andre Drumel - Les trois marins

  • Farvaag - Gol Laleh Laleh

  • Fleuve - Aber

Un abadenn savet ha kanniget get Jañlug er Mouel.

Finaunçë d'ensenbl parr
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 ru d Pont-Aven
29300 Qhinpèrlë, B·rtingn, France
Lé mençion d'aprè la louae -

Ste courr web se sèrr pouint d traçouéer

- Enjinë parr Lumy © 2026 Radio BOA