Tavarn Kreiz Mintin ! - Parr Radio Bro Gwened
813 min - 24 Bealtaine 2024
Gan e familh 'doe tapet Clara Thabard ar c'hoant de desko yezh ar sinoù.
Pa oe arruet kozhoc'h, 'doe labouret evit ar servij publik, ba mediaoueg « Les champs Libres » ba Roezhon, ba mediaoueg Loudia, ba levraoueg Rostren, hag bomen ba Klegereg. Ba lec'hioù kulturel guis-se, 'doe klasket Clara savet abadennoù evit an tud vouzar.
'Ma kloted mad awalc'h ar c'hinnigoù sevenadurel gan ar re vouzar ? Clara ' gomzeï diwar benn an tem-se : petra 'halla bout graet ha changed evit aesaat an traoù dehe ?
Musik : 1 /KLEW, abadenn e brezhoneg, gallek hag e yezh ar sinoù gan Nolùen Le Buhé, Thumette Léon, Mathilde Chevrel ha Yuna Léon
2 / Kaourintin Bouzar, kanet gan Strullu (Mlle) ba Plozévet
Ste courr web se sèrr pouint d traçouéer
- Enjinë parr Lumy © 2024 Radio BOA