BOA logo

Aet eo Marsel Gwilhouz !

Avel em fenn - Parr Radio Bro Gwened

570 min - 14 Meitheamh 2024

Den l'epizodd-çi
sa caozz de :

Espréssion dé parlement e dé qhulturr de B·rtingn

Aet eo Marsel Gwilhouz, kaner, konter ha peizant eus kreiz Breizh !

Marvet e oa dimeurzh 11 a viz Even d’an oad a drizek vloaz ha pevar-ugent.

Bihan eo kalon kalz a dud er vro pa ‘z eus tremenet ur gwall ganer da zañsal met ivez un den meur en deus bet gouvezet e-pad meur a zek vloaz reiñ talvoudegezh d’ar ger « treuzkas ». Labouret en deus evel saver-loened en ur bed kozh o cheñch prim met a-youl vat an hini eo en deus bet kemeret amzer da zeskiñ kan-ha-diskan d’ar rummadoù yaouank.

Marthe Vassallo zo e-mesk an dud niverus o deus bet desket traoù digant Marsel. Lârout a ra ar ganerez deomp dre bellgomz pegen sklintin e oa e skouarn kelenner.

Ul levr oa bet embannet diwar e benn e 2019 gant Dastum ha Ti-embann skol-veur Roazhon, ar PUR. Marthe Vassallo an hini eo he doa kaset da benn an oberenn-mañ a zo stag outi 30 diellson enrollet etre 1958 ha 2018.

 

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken

 

(Poltred gant Eric Legret)

 

Finaunçë d'ensenbl parr
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 ru d Pont-Aven
29300 Qhinpèrlë, B·rtingn, France
Lé mençion d'aprè la louae -

Ste courr web se sèrr pouint d traçouéer

- Enjinë parr Lumy © 2024 Radio BOA