Avel em fenn - Parr Radio Bro Gwened
458 min - 21 Bealtaine 2024
200 a dud oa deuet dirak prefeti Kemper dimeurzh da souten Matthieu Guillemot, mouezh-aotreet difennerien ospital Karaez. Ambrouget e oa bet gant ar bobl tud betek ar c’homiserdi ma oa sañset da respont da c’houlennoù ar boliserien. Un 10 stourmer bennaket zo galvet betek an 28 a viz Mae da zont d’an archerdi. Tamallet zo dezhe bezañ bac’het tud e ti an ARS ha bezañ bet feuls eno. D’ar 14 a viz Gwengolo arlene o devoa aloubet burevioù Ajañs Rannvro ar Yec’hed e Kemper da c’houlenn-groñs e vije addigoret urjañsoù Karaez noz-ha-deiz. Un emglev oa bet sinet evit se e fin miz Here arlene met abaoe n’eo ket bet lakaet en pleustr. Sindikalourien eo ar pep brasañ eus an dud galvet da vont da di ar polis. En o-zouesk 6 den eus CGT ospital Brest-Karaez ha 3 eus ar CFDT. Ur vodadeg vras zo rakwelet dimerc’her 22 a viz Mae e Kemper pa vo goulennataet sekretourien-veur an daou sindikad er c’homiserdi. Hiroc'h gant Jean Pirou, eus CGT Karaez.
Pennad-kaoz gant Aliette Guinebaud ha Sarah Barnier, stajiadezed e Radio Kreiz Breizh
Ste courr web se sèrr pouint d traçouéer
- Enjinë parr Lumy © 2024 Radio BOA