Avel em fenn - Parr Radio Bro Gwened
621 min - 06 Bealtaine 2024
Ur bourmenadenn war velo « retro » a vo disul adalek Gwareg !
Hennezh zo un darvoud aozet gant Ofis an douristelezh kumuniezh kumunioù Kreiz Breizh. Un abadenn digor d’an holl war roudoù treñ bihan ar vro. Mont a ray an dud « stipet ha nipet » gant dilhad mod kozh dre hent-houarn kozh kreiz Breizh, da lâret war an hent glas, ar « V6 », un hent gant e-leizh a istorioù hag ur roudenn gaer evit an divrojoù. War droad eo bet lakaet ar bourmenadenn-se war digarez ul lusk broadel anvet « Miz Mae war velo ». Un dra da vroudañ an dud da vont war varc’h-houarn, mod pe vod. Ha disul e vo plaen an hent, e-se e vo brav d’ar familhoù dont. Da ginnig ar bourmenadenn-se zo bet bodet forzh kevredigezhioù ha tud eus ar vro. Goulven Gentil eus Ti an Douristed e Kreiz Breizh a lavar hiroc’h deomp. Emañ ivez gant Dominique Jouve, bet pedet da zont da gontañ a bep seurt istorioù d’an dud a-hed an hanter-devezh-se.
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken
Ste courr web se sèrr pouint d traçouéer
- Enjinë parr Lumy © 2024 Radio BOA