BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

BD "Bezhin glas" : dizemglev diwar an droidigezh vrezhonek

Avel em fenn - Parr Radio Bro Gwened

11 DFómh

Den l'epizodd-çi
sa caozz de :

Espréssion dé parlement e dé qhulturr de B·rtingn

Ouzhpenn miz zo bremañ e oa krog da sevel bec'h war ar rouedadoù sokial diwar afer troidigezh vrezhonek ar vandenn-dreset Algues vertes, l'histoire interdite. Oberenn ar gazetennerez Inès Lérault hag an treser Pierre Van Hove. Gant An Amzer, un ti-embann eus Pornizh e Liger-Atlantel, eo bet graet war-dro an embann e brezhoneg.

 

Met kemmet da vat e oa bet labour an troer gant an embanner just a-raok na vije embannet ar vandenn-dreset e miz Gouere. Abalamour da se eo bet gourdrouzet an embanner bezañ kaset dirak ar justis gant an obererien ma ne vije ket tennet gantañ ar skwerennoù eus al levr hag a zo c'hoazh e gwerzh e stalioù-levrioù ar vro. Goulennet o deus groñs ivez digantañ adembann an oberenn dindan ur stumm asantet gante. Met n'en deus ket goulet an embanner plegañ. Rak hervezañ n'eo ket reizh ar c'hlemmoù graet outañ.

 

Kinnig a reomp deoc'h klevout santimant an troer, Tudual Karluer. Hennezh en deus bet digarez da reiñ e soñj er gazetenn Ya ! dija. Selaouomp anezhañ o tisplegañ gant peseurt spered en deus bet c'hoant da lakaat e brezhoneg ar vandenn-dreset « Bezhin glas, an istor difennet ».

 

Dre ur gemennadenn embannet war ar rouedadoù sokial eo bet gouvezet soñj an embanner. Hervezañ n'en deus ket an troer kinniget evel oa dleet ur skrid diouzh choazoù embann an embanner. N'en deus ket doujet ivez d'an termen lakaet d'achuiñ an droidigezh. Ha hervezañ bepred eo eñ an hini eo a zo kiriek ma n'en deus ket bet amzer da adlenn ar stumm bet kemmet gant an embanner a-raok ar moullañ.

 

Evit c'hoazh n'hon eus ket bet respont pozitivel ebet d'hom c'hinnigoù atersiñ digant tud all o deus bet ur perzh en afer-se.

 

Hiroc'h zo da lenn war lec'hienn internet ar media Splann!

 

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken

Finaunçë d'ensenbl parr
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 ru d Pont-Aven
29300 Qhinpèrlë, B·rtingn, France
Lé mençion d'aprè la louae -

Ste courr web se sèrr pouint d traçouéer

- Enjinë parr Lumy © 2024 Radio BOA