BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Souten ar gevredigezh La Bout'

Avel em fenn - Parr Radio Bro Gwened

04 DFómh

Den l'epizodd-çi
sa caozz de :

Espréssion dé parlement e dé qhulturr de B·rtingn

D'ar sadorn 23 a viz Gwengolo e oa deuet e-leizh a dud betek gar Koneri war barrouz Louergad ! Respontet o doa da c'halvadenn ar gevredigezh La Bout' a soursia eus ur voutik a ro un eil buhez d'an traoù bet implijet gant an dud. Dilhad, meubl, bitrakoù pe beseloù a vez kavet eno da brenañ marc'had-mat hardizh !

 

Met siwazh e c'hallfe bezañ rediet La Bout' da zilojañ abalamour m'emañ an embregerezh Eureden, hag a zo perc'henn war o zi, e sell da werzhañ anezhañ. Achuiñ a ray al lizher-feurm e fin ar bloaz ! Met talvoudus-bras eo al lec'h-se da galz a dud eus ar vro. Ur rekour eo d'ar re n'o deus ket aez da brenañ traoù ker pe c'hoazh d'ar c'hevredigezhioù ha da skol ar gumun a resev ur gwenneg bennaket digant La Bout' gwech ha gwech all. Dilennidi a oa deuet ivez disadorn betek porzh ti ar gevredigezh, da reiñ da c'houzout e oant prest da souten. Arnaud Toudig a oa aze. Hennezh zo koñsailher-rannvro en karg eus ar c'hevredigezhioù. Pe c'hoazh Frañsoa Marreg, maer Benac'h, a vo klevet ganeoc'h e penn kentañ ar pennad-komz.

 

Ha da glevout ivez er reportaj, Clothilde, Valentine, Nelly ha Remi...

Digor e vez La Bout' d'al lun ha d'ar merc'her diouzh ar beure ha kentañ sadorn bep miz goude kreisteiz...

 

Ur reportaj gant Tomaz Laken

 

 

Finaunçë d'ensenbl parr
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 ru d Pont-Aven
29300 Qhinpèrlë, B·rtingn, France
Lé mençion d'aprè la louae -

Ste courr web se sèrr pouint d traçouéer

- Enjinë parr Lumy © 2024 Radio BOA