Un abadenn gant Morgane Lincy Fercot. Honnezh 'zo ur plac'h yaouank, startijenn enni ha troet war ar video abaoe pell. 'Man o paouez dont maez he zeul film kentan, un documentaire anvet Championnes, war ur sujed ispisial tre : ar skipailh foot gant merc'hed kentan, bet savet gant merc'hed an uzin Chaffoteaux e Sant Brieg. Ar skipailh man an hini eo a zo deuet da vezan skipailh foot merc'hed a vicher an EAG, En avant Guingamp.
Evit eil rann an abadenn gouestlet d'ar sujed-man ez a Morgane donnoc'h war plas ar merc'hed er foot ha pezh he deus dizoloet o sevel ar film-man.


Ste courr web se sèrr pouint d traçouéer
- Enjinë parr Lumy © 2026 Radio BOA
