BOA logo

Stourm ha bezañ kenskoazell gant ar Balestinianed

Pennad-kaoz ar sizhun - By Radio Kreiz Breizh

18 April 2024

In this episode
we discuss :

Languages of Bretagne

Ur pikol bered eo deuet da vezañ bandenn Gaza diwar c’hwec’h mizvezh a vrezel gant Izrael. Ouzhpenn daou vil ha tregont a dud zo bet lazhet eno. Kenderc’hel a ra ar sikourioù etrebroadel da vezañ stanket. Hag emañ e sell bepred Benyamin Netanyahou, penn gouarnamant Izrael, da lakaat e grabanoù war Rafah, ar gêr e kreisteiz ar strizhenn e-lec’h ma chom enket ur milion hanter a Balestinianed. Ur mennad da c’houlenn « un harz-tennañ diouzhtu » oa bet votet dilun penn-sizhun gant Kuzul Surentez an ONU. Met hennezh n’en deus bet efed ebet war an dachenn.

 

Pennadoù-kaoz gant mistri-skol, Nolwenn ha Yann-Reun, ha Klaod an Intañv, besprezidant AFPS Bro-Dreger.

 

Paret eo ar selloù war bandenn Gaza met abaoe miz Here eo stankoc’h ar gwaskerezh war an douaroù hag an dud e Sisjordania okupet ivez. Ouzhpenn 460 a Balestinianed zo bet lazhet eno dindan 6 mizvezh. Ur c’hant bennaket a vugale en o-mesk. Kuit da chom seizet gant ar glac’har o deus tud eus kreiz Breizh divizet sikour peizanted eus Sisjordania da genderc’hel da labourat o douaroù a-benn kas ur stourm habask evit talañ ouzh an drevadennerien. Dre ar greizenn sevenadurel Al-Shmoh e vo rekouret un toullad mat a beizanted da c’honit o bara war-dro da gêriadenn Al-Ma’asara, e kreisteiz Betlehem. Displegadennoù gant Jeannot Flageul ha Mari-Hélène Cosqueric, eus ar gevredigezh Frañs Palestina Kenskoazell.

 

Ma faot deoc’h reiñ gwenneien d’ar raktres, kit war ar bajenn Helloasso krouet gant Kevredigezh Frañs Palestina Kenskoazell kreiz Breizh.

 

Pennadoù-kaoz gant Tomaz Laken

Cofinaned by
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 Pont-Aven street
29300 Quimperlé, Britanny, France
Legal terms -

This website does not use cookies

- Powered by Lumy © 2024 Radio BOA