BOA logo

100 vloaz ganedigezh Georges Perros gant Louis-Jacques Suignard

Pennad-kaoz ar sizhun - By Radio Kreiz Breizh

13 September 2023

In this episode
we discuss :

Languages of Bretagne

E fin miz Eost 2023 e oa bet lidet kant vloaz ganedigezh Georges Perros. Hennezh oa deuet er bed kostez Pariz. Met aet e oa da Zouarnenez da chom er bloaz 1959. E kêr ar Pennoù-sardin e oa bet o vevañ gant e familh e-mesk an dud. Eno en doa skrivet danvez meur a levr barzhoniezh deuet da vezañ brudet-kaer evel Poèmes bleus, Papiers collés pe c'hoazh Une vie ordinaire. Louis-Jacques Suignard, barzh ha muzikaner eus Bro-Dreger, a gonta demp hiroc'h war an den kurius-se.

 

Ouzhpenn kant barzhoneg digant Georges Perros zo bet lennet hag enrollet gant Louis-Jacques Suignard da reiñ deoc'h da glevout oberenn ar barzh. Da selaou emaint war RKB eus al lun d'ar sadorn en diskar-amzer-mañ. Hag en podkast AZE.

E-kerzh ar pennad-kaoz e klevfet ivez bommoù tennet eus film Paul-André Picton, Une vie ordinaire (1971).

 

 

Cofinaned by
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 Pont-Aven street
29300 Quimperlé, Britanny, France
Legal terms -

This website does not use cookies

- Powered by Lumy © 2024 Radio BOA