BOA logo

Bedoù Nevez

Barzhaz - By Radio Kreiz Breizh

11 min 43 sec 11 September 2025

In this episode
we discuss :

Kement hini a glask ren ha kas e vuhez hervez e c’hoant, e youl, e nerzh.  Lod ac’hanomp a chom bac’het, tizhet gant ar c’hleñved, ar gozhni, ar velkoni. Lod a vev e-kreiz ar brezel, ar freuz, ar reuz, ha n’int ket mestr war o flanedenn. Lod all a stourm, a sav o fenn hag a gas o buhez war hentoù sklaer ha kompez, daoust d’an natur o c‘houzañv. Kred pe aon rak an amzer da zont, rak ar bed o cheñch, o kemm frank pe en un doare soutiloc‘h. Petra a reomp-ni war an tamm douar patatez-mañ ? Daoust ha merket pizh eo tonkad Mab-den ?

Dastumad danevelloù gant Paskal an Intañv, embannet gant Al Liamm ha kinniget aze gant Magali Baron eus Kuzul ar Brezhoneg e Lannuon.

Cofinaned by
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 Pont-Aven street
29300 Quimperlé, Britanny, France
Legal terms -

This website does not use cookies

- Powered by Lumy © 2025 Radio BOA