Ar vandenn - By Radio Kreiz Breizh
44 min 57 sec 11 February 2026
E Kelfenneg war gumun Plussuluan ez eus ur roc'h gant mein metadolérite en deus servijet 'pad 1500 vloaz da sevel hachoù. Per Ollivier, anavezet mat peogwir eo bet dastumet gant Yann-Fañch Kemener a gont deus mikro Noelle Simon e 1990 petra eo ar roc'h-mañ ha penaos eo bet implijet.
Hag evit fin an abadenn e vo klevet din un tamm kaozeadenn a oa bet etre Herve ar Beg, Auguste Kemener, soner treujenn gaol ha Leonie Duguay e studio RKB e Sant Nigouden e 1989.



