BOA logo

Perak "Soñjoù Dishual" ?

Soñjoù Dishual / Pensée Indocile - By Radio Kreiz Breizh

16 min 37 sec 04 September 2026

In this episode
we discuss :

Abadenn gentañ "Soñjoù dishual". Perak e sentomp ouzh galloudoù a lavar dileuriañ ac'hanomp, pa gemeront an divizoù en hon flas ? Er gronikenn-mañ e lakomp diazezoù un enklask e teir lodenn hag a bado meur a vloaz. Klask a rimp kompren ar pennholierezh (pe an hejemoni) - da lâret eo ar mod ma vezomp lakaet d'asantiñ bezañ renet ha mestroniet -, ober a rimp anaoudegezh gant stourmoù ar minorelezhioù broadel er bed a-bezh, hag ijinañ a rimp dibaboù demokratel gwirion. Ne vo nag ur brezegenn stourmer prest-ha-tout, nag ur gentel. Kentoc'h goulennoù, mennozhioù, hag ur preder da sevel a-stroll gant tout ar re a soñj gante ez eus un dra bennak da cheñch er bed-mañ.

Ur gronikenn kinniget gant ar sokiologour Ronan 'r C'hoadig

Cofinaned by
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 Pont-Aven street
29300 Quimperlé, Britanny, France
Legal terms -

This website does not use cookies

- Powered by Lumy © 2026 Radio BOA