BOA logo

"Bastard" gant Krismenn, un tabou pulluc'het war al leurenn

Peoc'h ba'l loch ! - By Radio Kreiz Breizh

59 min 53 sec 06 January 2026

In this episode
we discuss :

Languages of Bretagne
cultural programs

"Bastard", ur gunujenn hag un tabou pulluc’het war al leurenn...

« Bastard » sell aze unan eus krouidigezhioù Teatr Piba bet c’hoariet dirak an dud evit ar wezh kentañ e miz Du 2025.

Bet eo Kristof ar Menn o tispenn roudoù e amzer gentañ, o klask e sevenadur, o klask kanaouennoù hengounel met ivez o klask goût piv e oa e dad pe kentoc’h o klask goût 'blam da betra ne oare ket piv oa e dad.

Ur veaj da gompren e-barzh an traoù koachet, adalek un ti ar re gozh e Landreger betek e-kreiz un tourmant erc’h er c’helc’h artikel.

Pennad-kaoz gant Krismenn a gomzo demp ivez pelloc’h eus ar raktres european « Phōnē : giving minority langages a voice », unan eus andonioù an abadenn "Bastard".

Ur pennad-kaoz enrollet e miz Kerdu 2025 gant Tomaz Laquaine-Jakez

(Poltred Teatr Piba/Sébastien Durand)

Cofinaned by
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 Pont-Aven street
29300 Quimperlé, Britanny, France
Legal terms -

This website does not use cookies

- Powered by Lumy © 2026 Radio BOA