BOA logo

Barzhoniezh e-skeud Nedeleg ar skrivagnerien e Ti ar Vro Gwengamp

Peoc'h ba'l loch ! - By Radio Kreiz Breizh

59 min 53 sec 08 December 2025

In this episode
we discuss :

Languages of Bretagne
cultural programs

Nedeleg ar skrivagnerien a oa bet d’ar sul 30 a viz Du 2025 e Ti ar Vro Gwengamp.

Un digarez e oa bet evit un toullad skrivagnerien d’en em gavout asambles, da zebriñ merenn ha da glakenniñ an eil re gant ar re all. Deuet e oa tud da gontañ kaozioù gante goude-se ha da brenañ levrioù digante. Hag ar bloaz-mañ e oa bet aozet un tamm abadenn disklipañ barzhonegoù war ar marc'had. Kaer e oa bet ar jeu na posubl e oa bet aozet an traoù war an tomm un tammig hag e oa bet re verr an amzer da reiñ an tu d’an holl dud a faote dezhe lâret o zamm da zont war al leurenn…

A bep seurt traoù a oa bet klevet, traoù bet savet pe troet er c’hantved-mañ peurvuiañ, kement ha lâret eo bev buhezek ar varzhoniezh vrezhonek !

An eil war-lerc’h egile (pe eben) e vo klevet ganeoc’h : Louis-Jacques Suignard, Frañsez Favereau, Magali Baron, Mark Kerrain, Enora De Parscau, Mari-Elen Morvan, Klariz Bailleul, Jef Fulup, Herve ar Beg, Gael Roblin pe c’hoazh Herve Seubil Gernaodour.

Cofinaned by
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 Pont-Aven street
29300 Quimperlé, Britanny, France
Legal terms -

This website does not use cookies

- Powered by Lumy © 2025 Radio BOA