Peoc'h ba'l loch ! - By Radio Kreiz Breizh
59 min 53 sec 21 November 2025
Plijadur oa bet e fin miz Gwengolo 2025 e ti Maria Gwegen e Koad Gwegen e Plounevez-Moedeg. He mouezh a vo klevet herie adarre evit un eil abadenn. Da gomz deus ar balioù ha pardonioù, deus ar mod he devoa desket konduiñ trakteur hag oto hec’h unan kazi awalc’h pa oa marvet he gwaz...deus ar brezhoneg e vo komzet ivez un tamm bennaket ha deus un dra kazus da vat a zo arri ganti da heul ar c’hovid.
Trugarez da Awen Prijant ha Treveur ar C’halvez o deus bountet ac’hanon da vont da welet Maria Gwegen.



