BOA logo

Eñvorennoù Yvonne Falezan war an adlodennañ e Pont-Melvez

Peoc'h ba'l loch ! - By Radio Kreiz Breizh

3593 mn - 17 January 2025

In this episode
we discuss :

Languages of Bretagne
cultural programs

Ur vandenn-dreset dedennus-kaer oa deut er-maez ar wask e miz Du 2024 e ti La Revue Dessinée ha Delcourt. « Champs de bataille, l’histoire enfouie du remembrement » zo un oberenn gant ar gazetennerez Inès Léraud hag an treser Pierre Van Hove. Gante an daou an hini e oa bet savet ar BD « Bezhin Glas, an istor difennet » e 2019. Da sevel o bandenn-dreset nevez o deus Inès Léraud ha Pierre Van Hove en em harpet war un istorour yaouank, Léandre Mandard, a zo o studiañ istor an adlodennañ er Frañs hag en Breizh.


En abadenn-mañ ne vo ket dispaket deoc'h istor an adlodennañ penn da benn. Pell avañsetoc’h e vefet o lenn BD kaer an trikon emaon o paouez komz deoc’h diwar o fenn.

Met e-tro 2019-2020 e oan em em intereset d’an adlodennañ bet c’hoarvezet e Pont-Melvez, e kreisteiz Bro-Dreger, er bloavezhioù 1960.

War an digarez-se em boa enrollet un toullad tud eus ar gomun-se. En o-mesk e oa Yvonne Falezan, bet ganet e Kêrleon, e Mêl, er bloaz 1925. Hag aet da chom d’ar Fod, e Burtuled, un nebeud bloazioù goude. Pa oa dimezet gant he gwaz Gwilhom e oa deuet da chom da Gêrkwiton, e Pont-Melvez, e lec’h m'he doa bevet an adlodennañ bet graet war ar barrouz. D’ar mare-se e oa Arthur Bourgès ar maer eno.

E miz Gouere 2018 e oan bet o welet anezhi e kompagnunezh unan deus he mibien, Serj. Ur pennad-kaoz ha na oa ket bet skignet war ar radio d’ar c’houlz-se. Abaoe eo tremenet Yvonne Falezan, e 2021, d’an oad a 95 vloaz.

Sell aze e-mesk kalz a re all un testeni eus mare an adlodennañ e Breizh ha deus ar cheñchamantoù bras deuet da heul.

Un abadenn enrollet e miz Gouere 2018 gant Tomaz Laquaine-Jakez

Sonerezh :

  • Daniel An Oan hag Alain Michel, An daou miliner

  • Baliskis, An disput etre ul labourer-douar hag ur martolod

Cofinaned by
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 Pont-Aven street
29300 Quimperlé, Britanny, France
Legal terms -

This website does not use cookies

- Powered by Lumy © 2025 Radio BOA