Komzet e vo herie dreist pep tra eus ar ouennlazh a zo o c’hoarveout e Palestina.
Peadra da vezañ mantret. Met evit afer-se e talc’h tud zo da stourm ha da ziskouez kenskoazell e-keñver ar Balestinianed. Evel ma oa bet graet digwener tremenet e Plouneour-Menez e Menez Are gant ar fest Dance for Palestine. Ur reportaj ma vo klevet teir flac’h yaouank, ravoltet gant ar pezh a zo o tremen, hag ivez Anna ar Rouz a oa bet e Palestina e 1969.
Ur gronikenn Barzhaz a vo klevet ivez diwar-benn ar levr Pri-Touseg gant Malo Bouëssel du Bourg, kinniget deoc'h gant Magali Baron eus Kuzul ar Brezhoneg
Keleier gant Bleuenn al Lae
Abadenn kinniget gant Tomaz Laquaine-Jakez
Poltred gant Klemm Klemm (FB)