BOA logo

Abadenn ar Lun 21 a viz C'hwevrer

- By Radio Bro Gwened

4570 mn - 21 February 2022

In this episode
we discuss :

A-houde pell pell eh eus tud e jiboesat (chaseal) e Breizh. Distroiñ a ra goulennoù kizidig er lec'h foran, daoust hag e vehe ret difenn ar jiboes? Penaos e ramp evit meriñ ar moc'hed-gouez pa veent re niverus? Muioc'h da glevet ar sizhun-mañ a-barh Pennad-kaoz ar sizhun (get Tomaz Laken - RKB). Trouz a zo e Sant-Inan àr-dro d'ur raktres pont a-us lenn Gwerledan, etre Mur & Sant-Inan. Ur pont feson "himalayenne" a zo raktreset bout marse staliet ken an hañv 2023, a vehe digor d'an dud nammet ivez. Pezh a zo eh eus ur c'henstroll tud o deus n'em aozet evit añse gouiet hirroc'h àr ar raktres: enep emant dreist-holl a-gaoz d'ar feson da lakaat tud ar vro b'ar jeu. Muioc'h a zo da glevet, get Christophe Guilloux ezel ar C'henstroll "Non à l'himalayenne", doc'h mikro Yuna Cojean. Adkavit ar c'hronikennoù War hentoù an Antroposenn get Loeiz Belleg, ha psikologiezh get Clément Guillanton, doc'h mikro Maëlle Ausias ag RKB. Keleier ar vro hag ar bed get Tomaz Laken ivez.
Cofinaned by
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 Pont-Aven street
29300 Quimperlé, Britanny, France
Legal terms -

This website does not use cookies

- Powered by Lumy © 2025 Radio BOA